Deuet oc'h mat war lec'hienn Pregomp Asambles
Kentelioù brezhoneg e Molan
Kevredigezh hervez lezenn 1901, bet krouet e 2008, gant he fal diorenn ar brezhoneg ha sevenadur ar vro. Bep sizhun, e vez tregont stajiad o teskiñ brezhoneg, o kanañ, o tañsal hag o c'hoarzhiñ.
Sellit ar gartenn amañ
Pregomp Asambles a zo ezel eus Ti ar Vro Bro Kemperle.
Kentelioù
Adalek an 19 a viz Gwengolo 2023 :
deraouidi (live 1) ar Meurzh 6e3/4 - 8e
ar re etre 1 (live 2) ar Meurzh 5e1/2 - 6e3/4
ar re etre 2 (live 3) ar Yaou 7e3/4 - 9e
ar re barrek (live 5) ar Yaou 6e1/2 - 7e3/4
lec'h : Kreizenn sevenadurel an Elipsenn, Molan
230€ ar bloavezh (30 abadenn, ne vo ket e-pad vakañsoù skol)
Kaozeadenn
Ur postel a zo kaset d'an dud dedennet (sañset), div enrolladenn ennañ.
Goulennet eo da selaou anezhe mat ha da skrivañ an testennoù ma veze posubl.
Pep enrolladenn a zo selaouet ha displeget e-pad ar gaozeadenn.
War-lerc'h e vez graet c'hoarioù, pe traoù all e brezhoneg.
Bep miz, d'ar merc'her kentañ 'ba MLC Molan.
Atav pelloc’h !
sed aze un abadenn a vo kavet enni mesk-ha-mesk :
ar mankadennoù/gallekadurioù (div dra, goulenn din…),
kompren ar rannyezhoù, troioù-lavar (penaos lâret « je commence à avoir faim »…).
Graet vo dre gomz e brezhoneg diwar fichennoù (hag enrolladennoù bihan a-wezhoù)
Pal : bout en e bleud dre gomz ha kompren ar vrezhonegzrien a-vihannig.
Kaset en-dro gant : Tudual AUDIC
Evit piv : live etre ha kadarnaet
Pegoulz: 8e noz - 9e1/2 an trede Merc'her ar miz (2 wezh ar bloaz-mañ).
Staj deraouidi
Da Sadorn 9e30-12e ur wech ar miz : deskiñ frazennoù « holl graet » diwar-benn un tem bennak.
Digoust evit an dud a gemer ur bloavezh kentelioù, 10€ evit an dud diavaez (digoust e-pad Taol Kurun ha mizvezh ar brezhoneg).