Deuet oc'h mat war lec'hienn Pregomp Asambles
Kentelioù brezhoneg e Molan
Kevredigezh hervez lezenn 1901, bet krouet e 2008, gant he fal diorenn ar brezhoneg ha sevenadur ar vro. Bep sizhun, e vez tregont stajiad o teskiñ brezhoneg, o kanañ, o tañsal hag o c'hoarzhiñ.
Sellit ar gartenn amañ
Pregomp Asambles a zo ezel eus Ti ar Vro Bro Kemperle.
Kentelioù
Adalek an 17 a viz Gwengolo 2024 :
deraouidi (live 1) ar Yaou 6e1/2 - 7e3/4
ar re etre 1 (live 2) ar Meurzh 6e3/4 - 8e
ar re etre 2 (live 3) ar Meurzh 5e1/2 - 6e3/4
ar re barrek (live 4) ar Yaou 7e3/4 - 9e
lec'h : Kreizenn sevenadurel an Elipsenn, Molan
230€ ar bloavezh (30 abadenn, ne vo ket e-pad vakañsoù skol)
Staj deraouidi
Da Sadorn 9e30-12e ur wech ar miz : deskiñ frazennoù « holl graet » diwar-benn un tem bennak.
Digoust evit an dud a gemer ur bloavezh kentelioù, 10€ evit an dud diavaez (digoust e-pad Taol Kurun ha mizvezh ar brezhoneg).