Deuet oc'h mat war lec'hienn Pregomp Asambles
Kentelioù brezhoneg e Molan
Kevredigezh hervez lezenn 1901, bet krouet e 2008, gant he fal diorenn ar brezhoneg ha sevenadur ar vro. Bep sizhun, e vez tregont stajiad o teskiñ brezhoneg, o kanañ, o tañsal hag o c'hoarzhiñ.
Sellit ar gartenn amañ
Pregomp Asambles a zo ezel eus Ti ar Vro Bro Kemperle.
Kentelioù
Adalek ar 14 a miz Gwengolo 2021 :
deraouidi (live 1) ar Yaou 7e3/4 - 9e- An Hirgelc'h Sal Trenez Mediaoueg
ar re etre (live 3) ar Yaou 6e1/2 - 7e3/4- An Hirgelc'h Sal Trenez Mediaoueg
ar re barrek (live 4) ar Meurzh 6e3/4 - 8e - An Hirgelc'h Sal Trenez Belon
ar re barrek tre (live 6) ar Meurzh 5e1/2 - 6e3/4 - An Hirgelc'h Sal Trenez Belon
Kaozeadenn
Ur postel a zo kaset d'an dud dedennet (sañset), div enrolladenn ennañ.
Goulennet eo da selaou anezhe mat ha da skrivañ an testennoù ma veze posubl.
Pep enrolladenn a zo selaouet ha displeget e-pad ar gaozeadenn.
War-lerc'h e vez graet c'hoarioù, pe traoù all e brezhoneg.
Bep miz, d'ar merc'her kentañ 'ba MLC Molan, ha d'an trede dre internet (ul liamm a vo er postel).